|
|
|||||||||||||||||||||||
InterNICHE Co-ordinator
Nick Jukes 42 South Knighton Road Leicester LE2 3LP England Tel/Fax +44 116 2109652 coordinator@interniche.org |
Petra a vez desket deoch, dho sońj, gant arnodennoł war al loened? N'eus netra evit reizhabegań e vije lazhet loened e sell do skejań ha do implijout en arnodennoł evit kelenn ha stummań. Hentennoł modern ha nevezadus hep drougimplijout loened a zo anezho a-builh, ha deuet int da vezań ar reolenn e kalz a skolioł-meur. Ar c'helenn divezel hep drougimplijout loened a lak e pleustr hentennoł efedusoc'h hag a zere gwelloc'h ouzh an amkanioł kelenn. An deknologiezh stlennek blein a ginnig doareoł niverus, adalek ar skejadurioł galloudel hag an embregadennoł arnodiń war skramm, betek an darvanań argerzhadurioł klinikel dre gwirvoud galloudel hollsoubus. E-touez ar binvioł modern evit stummań ar barregezhioł klinikel ha pleustriń ar surjianerezh e kaver patromoł mikrosurjianerezh ha jakoł gwirheńvel-kenań gant organoł kalvezadel ha gwikefreoł kilober. Hentennoł all a zo diazezet war an emarnodiń war studierien a-youl-vat, gant ur broudadur nervenn/kigenn a implij ardivinkoł-arnodiń liammet ouzh un urzhiataer. Ar c'helenn divezel a c'hall ivez ober gant loened. Pa vez studierien war ar vilvezegiezh o skoazellań keneiled arroutet war al labour klinikel gant gwir glańvourien e teskont ur skalfad ledan a varregezhioł klinikel, en ur gontań an damant d'ar glańvourien hag an doujańs ouzh ar vuhez e-skoaz an arnodennoł war al loened a zesk dezho ez eus traoł mat da skarzhań eus al loened. Pa vez studierien war ar vevoniezh o studiań al loened en o annez naturel gant hentennoł nann gloazus, deskiń a reont kalz muioc'h diwar-benn emzalc'h al loened eget na rafent e-kerzh un arnodenn war loened en un arnodva. Hag e doare ar skejadurioł a ra ar studierien war ar vezegiezh war korfoł tud laeset, ar studierien war ar vilvezegiezh hag ar vevoniezh a c'hall seveniń skejadurioł divezel war loened a zo marvet diwar kleńved pe gloaz. Implijout loened lazhet hag arnodiń war al loened ne gelenno ket muioc'h dar studierien ha dan deskidi war un divout bennak eget na c'hell en ober an hentennoł divezel. Padal n'eus ken nemet an arnodennoł war al loened evit sankań en ho penn ar mennozh ez eo didalvoud buhez al loened. Ha mennout a reomp evit gwir kaout milvezeien, imbourc'herien ha mezeien a zo bet kelennet dezho e c'hall ar boudoł bev bezań implijet ha stlapet ? Ha reizh eo kemer loened diwar greiz an natur, pe o bac'hań e-barzh kaouedoł enk o buhez-pad, hep ma challfent gwezh ebet ezteuler o natur, ken nemet evit echuiń war an daol-skejań pe bezań prientet evit arnodennoł gloazus ? Studiadennoł embannet o deus diskouezet e c'haller pakań gouiziegezh, ampartiz hag un emouez divezel en un doare efedusoc'h en ur implijout hentennoł araokaus, dazeilat. E-lec'h bezań rediet da vont a-enep o c'hredennoł divezel e c'hell ar studierien hag an deskidi tennań splet eus un endro deskiń gwelloc'h hep drougimplijout loened. Ar galloud hoch eus da gemm an traoł. It e darempred gant InterNICHE evit sikour da lakaat termen d'an drougimplij loened. Dibabit ur c'helennadur divezel!
|
||||||||||||||||||||||
|